Skip to main content

Doueoniezh Istor | Notennoù ha daveennoù | Lañser merdeiñ

RelijionDoueoniezh


ZouegregachundoueegezhDiskuliadurrelijionPlatonwengelouriezhAristotelesstoikouriendoueegezhbrederouriezhVarrondoueoniourionKlemañs AleksandriaDionysosSkriturioù SakrfeizdoueegezhJezuzrelijionoùSokratesLeibnizDouepeurvoudUsvedoniezhskiantoù










Doueoniezh


Eus Wikipedia

Sauter à la navigation
Sauter à la recherche


An doueoniezh, pe doueoni [1] pe teologiezh[2], a zo studi ar pezh a zo gwir hag a denn da Zoue. Savet eo bet ar ger "doueoniezh" da glotañ gant ar ger θεολογία, pe "theologia", deuet eus ar gregach.


Er relijionoù undoueek, diazezet war an undoueegezh, eo skiant an Diskuliadur, diazezet war ar skridoù relijiel, o c'hompren, a-benn sklêrijenniñ ar feizidi diwar-bouez an doare da ober pe d'en em zerc'hel, pe da grediñ hervez ar relijion.



Istor |


Gant Platon, en e levr Ar Republik, eo bet implijet ar ger θεολογία da gentañ, diwar-benn ar wengelouriezh.


Adkemeret eo bet war e lerc'h gant Aristoteles, evit diveskañ ar brederourion diouzh an doueoniourion, a gont ar mojennoù pe gwengeloù en ur stumm barzhonius.


Skrivagnerien c'hresian all a ra gant ar ger evit ober anv eus "kosmogoniezh". Gant ar stoikourien ez eus kaoz a "brederouriezh doueoniel" diwar-benn ar prederiañ a-zivout an doueegezh, a zo dezhe ur skourr eus ar brederouriezh.


Gant ar brederourion latin ne voe ket nemeur a gaoz a zoueoniezh, war-bouez un arroud brudet diwar zorn Varron : kemm a ra etre doueoniezh vojennel, doueoniezh fizikel, ha doueoniezh politikel.





Alberzh Veur (Albertus Magnus), sant paeron an doueoniourion gristen


Er c'hantvedoù kentañ e oa savet disfiz en oberourion gristen ouzh implij ar ger. En o spered e oa stag ar gerioù "doueoniezh" ha doueoniourion ouzh ar wengelouriezh pagan.
Koulskoude e teu Klemañs Aleksandria da ober ar c'hemm etre « doueoniezh ar Verb peurbadel » ha « gwengelouriezh Dionysos ». Tamm-ha-tamm ez a da goll ar ster stag ouzh ar baganiezh. Nemet e kemm a-wechoù ar ster resis d'ar ger: a-wechoù e talv kement ha Skriturioù Sakr, pe kofezadur ar feiz kristen. Da veno doueoniourion arall e talveze an doueoniezh kement ha prezeg eus doueegezh dre vras, pe eus doueegezh Jezuz nemetken.
Er c'hornog ne vez ket graet nemeur gant ar ger a-raok ar mare "skolastek": gwell e vez kavet komz gant troiennoù enne ar ger "sacer", evel "doctrina sacra", "sacra pagina" pe "sacra eruditio".
A-benn ar fin neoazh e weljod an doueoniourion latin oc'h ober forzhik gant ar ger en o skridoù, ma teuas ar ger "doueoniezh" da dalvezout kement ha "studi ar gelennadurezh kristen", ar ster a zo chomet warnañ abaoe, e metoù ar gristenien da vihanañ.


Adalek ar XVI-vet kantved e teu ar ger da gaout ur ster ledanoc'h. Kaoz a vo neuze eus "doueoniezh naturel", a dalv kement hag anavezout Doue en un doare a vefe "naturel". Diwar neuze e vez implijet evit ober anv eus relijionoù estrevit ar gristeniezh, e-barzh studi ar relijionoù da skouer.
Dont a ra ar ger doueoniezh da dalvezout kement ha skeudenn doue hag an doueegezh er relijionoù a bep seurt, hag o c'helennadurezhioù zoken.


Ret eo derc'hel soñj e veze termenet ar brederouriezh klasel, adalek an amzerioù a-raok Sokrates betek mare diskibien Leibniz, evel skiant Doue, pe skiant ar peurvoud, e-berr evel doueoniezh. Usvedoniezh, pe "prederouriezh kentañ" a veze graet anezhi ivez, dre ma veze gwelet evel gwrizienn, andon, sichenn an holl skiantoù.



Notennoù ha daveennoù |



  1. Geriadur Hemon-Huon, 2005, pajenn 205.


  2. Geriadur R. Hemon, Nouveau dictionnaire breton-français, 1978, p. 784b; M. Ménard, Dictionnaire français-breton, 2012, p.1320a.



Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Doueoniezh&oldid=1472451 »





Lañser merdeiñ


























(window.RLQ=window.RLQ||[]).push(function()mw.config.set("wgPageParseReport":"limitreport":"cputime":"0.048","walltime":"0.056","ppvisitednodes":"value":57,"limit":1000000,"ppgeneratednodes":"value":0,"limit":1500000,"postexpandincludesize":"value":0,"limit":2097152,"templateargumentsize":"value":0,"limit":2097152,"expansiondepth":"value":2,"limit":40,"expensivefunctioncount":"value":0,"limit":500,"unstrip-depth":"value":0,"limit":20,"unstrip-size":"value":639,"limit":5000000,"entityaccesscount":"value":0,"limit":400,"timingprofile":["100.00% 0.000 1 -total"],"cachereport":"origin":"mw1296","timestamp":"20190227011719","ttl":2592000,"transientcontent":false););"@context":"https://schema.org","@type":"Article","name":"Doueoniezh","url":"https://br.wikipedia.org/wiki/Doueoniezh","sameAs":"http://www.wikidata.org/entity/Q34178","mainEntity":"http://www.wikidata.org/entity/Q34178","author":"@type":"Organization","name":"Contributeurs aux projets de Wikimu00e9dia","publisher":"@type":"Organization","name":"Wikimedia Foundation, Inc.","logo":"@type":"ImageObject","url":"https://www.wikimedia.org/static/images/wmf-hor-googpub.png","datePublished":"2006-10-31T17:26:56Z","dateModified":"2013-04-04T18:52:40Z"(window.RLQ=window.RLQ||[]).push(function()mw.config.set("wgBackendResponseTime":134,"wgHostname":"mw1252"););

Popular posts from this blog

Станькаў Зьмест Назва | Гісторыя | Насельніцтва | Турыстычная інфармацыя | Галерэя | Асобы | Заўвагі | Крыніцы | Літаратура | Вонкавыя спасылкі | Навігацыйнае мэню53°37′48″ пн. ш. 27°13′40″ у. д. / 53.63° пн. ш. 27.22778° у. д. / 53.63; 27.2277853°37′48″ пн. ш. 27°13′40″ у. д. / 53.63° пн. ш. 27.22778° у. д. / 53.63; 27.22778djvu"Бабёнка – это я понимаю!". Як русіфікавалі тапонімы.Святыя руіны ажываюць210Станькаўв. СтанькаваСтаньково: история и новости - сайт деревниСтанькава: сядзіба Гутэн-Чапскіхррр

J. J. Abrams Índice Traxectoria | Filmografía | Premios | Notas | Véxase tamén | Menú de navegacióne"J.J. Abrams: Biography"Arquivado"'Star Trek' sequel on track"Arquivado"J.J. Abrams Producing Samurai Jack Movie"Arquivado"EXCLUSIVE: J.J. Abrams Goes Into Warp Speed with Star Trek and Beyond"Arquivado"David Semel To Direct Jonah Nolan/J.J. Abrams' CBS Pilot 'Person Of Interest'"Arquivado"Fox orders J.J. Abrams pilot 'Alcatraz'"ArquivadoJ. J. AbramsJ. J. AbramsWorldCat81800131p24091041000XX116709414031616ma11226833654496ID052246713376222X511412nm00091900000 0001 1772 5428no98124254ID0000002883100650044xx0054597000141374297344064w64f2mjx14255303415344

Першая сусьветная вайна Зьмест Чыньнікі | Асноўныя падзеі | Беларусь у гады вайны | Балянс вайны | Глядзіце таксама | Крыніцы | Вонкавыя спасылкі | Навігацыйнае мэнюПершая сусьветная вайна: памяць павінна жыць124 (27489)41990-763xЗападный мир отмечает 90 лет со дня окончания Первой мировой войныПершая сусьветная вайнаСпадчына Першай сусьветнай вайныГісторыя вайныАрхіў дакумэнтаў вайныМапы Эўропы ў ходзе вайныГісторыя пад знакам Пагоні/Першая сусветная вайна і Беларусь